Instrumente
Ensembles
Genres
Compozitori
Artiştilor

Text: Alan Stivell. Diougan Gwenc'hlan - La Prophétie De Gwenc'hlan.

Pa guzh an heol, pa goenv ar mor
Me 'oar kanan war dreuz ma dor

Pa oan yaouank me a gane
Pa 'z on deut kozh, me 'gan ivez.

Me 'gan en noz, me 'gan en deiz
Ha me keuziet bras koulskoude.

Mard eo ganin stouet ma beg,
Mar 'm eus keuz n'eo ket hep abeg

Evit aon me n'em eus ket,
'M eus ket aon da vout lazhet;

Evit aon me n'em eus ket,
Amzer a-walc'h ez on-me bet

Pan n' vin ket klasket 'vin kavet;
Met pa'z on klasket ned on ket

Ne vern petra a c'hoarvezo
Pezh a zo dleet a vezo

Ret eo d'an holl mervel teir gwezh
Kent evit arsav en diwezh

Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad,
Hag en gwall-gamm, gwallet e droad,

E veg digor ha leun a wad
Hag e reun louedet gant an oad

Hag o soroc'hal war e dro
Gant an naon e voc'higou

Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont
Ken e kren an aod gant ar spont;

Hag en ken gwenn hag an erc'h kann
'Zo en e benn kerniel arc'hant

An dour dindanan o virvin
Gant an tan-taran eus e fri

Morgezeg en-dro dezhan ken stank
Hag ar geot war lez ar stank

- Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvarc'h!
Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h!

Ken e riskl er gwad an treid nozh !
Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh ouzh gwazh!

Me 'wel ar gwad betek e c'hlin,
Me 'wel ar gwad evel ullenn!

Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! gwazh ouzh gwazh!
Arsavin a ri 'benn arc'hoazh

Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvac'h!
Darc'h war e benn, darc'h mat 'ta, darc'h!

Pa oan em bez yen hunet dous
'Klevis an er 'gervel en noz,

En a c'halve a eredigou
Ha 'n holl evned eus an nenvou;

Hag e lare dre o gervel
- Savit prim war ho tiwaskell!

N'eo ket kig brein chas pe zenved,
Kig kresten 'rankomp da gavet!

- Morvran gozh, klev! lavar din-me:
Petra 'choari ganit aze?

- Penn ar Penn-lu 'choari ganin,
E zaoulagad ruz a fell din,

E zaoulagad a grapan naet
'N abeg d'az re en deus tennet.

- Na te, louarn, lavar din-me
Petra c'hoari ganit aze?

- E galon a c'hoari ganin
Oa ken diwir ha ma hini,

He deus droukc'hoantaet da lazhan,
He deus da lazhet a bell 'zo

- Na te, lavar din-me, touseg!
Petra 'rez aze 'korn e veg?

- Me a zo aman 'n em lakaet
'C'hortoz e ene da zonet;

Ennon-me 'vo, tra 'vin er bed,
E kastiz reizh eus e dorfed

E-kenver ar Barzh na chom ken
Etre Roc'h-Allaz ha Porzh-gwenn

(Merci a Gwyon pour cettes paroles)
Căutări recente